Logo Redadeg
2026 km     8 >> 16 a viz Mae 2026  /  Lannuon >>> Naoned
BR FR

Ar Redadeg en ho kumun d'ar Sadorn 9 a viz Mae war-dro 2e beure

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur.

N’eus taol-kaer ebet d’ober, maout ebet da c’hounit. Dont a ra an tadoù ha mammoù gant o bugale, an dud-kozh gant o bugale-vihan, ar re yaouank gant o mignoned, da redek 100 pe 1000 m, an holl a-gevret.

An holl troet war-zu un dra hepken : ambroug dougerien ar vazh-test, hag ar c’hemenn e brezhoneg a zo enni, hep distag, hag an trec’h eo trec’h an holl, ar skoazell roet gant ar bobl d’ar brezhoneg.

Bodañ a ra miliadoù a dud e pevar c’horn ar vro ha spegus eo al laouenidigezh !

Gwerzhet e vo ar c’hilometradoù d’an dud, d’ar strollegezhioù, d’an embregerezhioù, d’ar c’hevredigezhioù, da lâret eo d’an nep a fell dezhañ kemer perzh en darvoud a-benn skoazellañ ar brezhoneg. Ar gounidoù a sikouro kevredigezhioù da implij, diorren ha treuzkas ar brezhoneg er gevredigezh a-vremañ.

Berzh kentañ an darvoud, leun a levenez hag a startijenn, a chom a-hed ar bloavezhioù. Dibaoe an hini kentañ a ya an darvoud war-gresk.

Kemer a raio perzh ar gumun, prenet eo bet ur c’hilometr ganeomp. Pediñ a reomp an annezidi da zont da redek ganeomp pe da zont da reiñ nerzh d’ar rederien. Bez e vo ivez kevredigezhioù pe tud eus Louergad o tougen ar vazh-test. An holl a c’hell kemer perzh.

Un darvoud fromus, poblek, kengred ha plijus eo ar Redadeg, ur mare ne vez ket disoñjet !

Kartenn an hentad

Klikit war ar gartenn evit digeriñ ar stumm ofisiel :

Kartenn hentad ar Redadeg Prenit o km bremañ !